Ar redadek

 

Eus ar 1 añ betek an 3 a viz Mae 2008 : Ar Redadeg
Ar redadeg a zo ur raktres dreist ordinal a vo aozet evit ar wech kentañ e-kerzh 30 vet deiz-ha-bloaz Diwan.Ur redadeg eileg eo. Treuziñ a reio breizh ar 5 departamant, da lavaret eo, 5OO kilometrad. Arouez ar yezh a vez treuzkaset a rummad oad da rummad oad e vo ar redadeg.

 

Kemeret eo bet evel skouer ar « korrika » eus bro euskadi hag a vez aozet pep 2 vloaz. 5000 kilometrad a vez redet du-se. Pal ar redadeg a zo krouiñ un darvoud a liammfe an dud dre ar sport hag a ziskouezfe ivez kreñvder sevenadur breizh dre he yezh.

 

Pep reder pe kevredigezh a bren an niver a gilometradoù bet redet gantañ. Tud a bep seurt oad o redek , tud gour ha bugale, a eskemm ar vazhig-eilañ hag a zo arouez treuskasadur ar yezh. Strolladoù rederien a skoazell ar reder a zoug ar vazhig-eilañ.

 

Loc’hañ a raio ar redadeg ar 1 añ a viz Mae evit en em gavout e Karaez an 3 a viz Mae e-kerzh gouel vraz deiz-ha-bloaz 30 vloaz Diwan.

 

Pal an aozerien a zo e gendalc’hfe ar redadeg –se da vezañ aozet a vloaz da vloaz.

>> http://arredadeg.free.fr/ <<